Donemat e Kastell Le Boschet
War ar maez emañ Kastell Le Boschet, un ugent kilometr bennak er su da Roazhon. Savet e voe da vare ar Roue Heol en eil lodenn eus ar XVIIvet kantved gant Pêr Leskoed a oa chambarlank meur Fulup Orleañs, breur da Loeiz XIV.
Den a galite eus al lez e oa-eñ, merket gant spered Versailhez hag ar c’hantved meur. Empennañ a reas stil Kastell Le Boschet hervez tro-spered ar mare.
Lakaet eo bet ar c’hastell a-bezh war roll ar Monumantoù Istorel, ur gwir esparadenn eo, pell-mat emañ diouzh ar c’hestell diginkl breizhek, ha plijout a ray kalz deoc’h gant e istor hag an dud o deus savet anezhañ
Boemet e vioc’h gant ar skalier divent e maen tufev hag ar gambr enni koadajoù doare Loeiz XV, savet diwar patrom hini an Itron de Pompadour. El liorzh a c’hiz Bro-C’hall eus ar c’haerañ e kaver c’hoarivaoù glasvez niverus, savennoù, ur milendall hag ul liorzh legumaj
Gant Kastell Le Boschet, bet adkempennet penn-da-benn en ur mod kaer, e vezer lakaet da veajiñ da vat en amzer hag e bed un den a lez.
Hiziv an deiz e kinniger deoc’h ennañ gweladennoù, abadennoù sevenadurel ha lec’hioù evit aozañ ho lidoù prevez pe micherel.